Ar raktres | Diwan | An divyezegezh | F.A.Q.

Etre 2 ha 6 bloaz e vo ho pugel e Gwengolo 2015 ?
Dedennet oc'h gant ur skol Diwan e Boulvriag ?



Diwan berr-ha-berr :
- ar soubidigezh, da c'hounit un divyezhegezh kempouez ;
- digoust, lik, digor d'an holl, eus forzh peseurt kumun pe orin e vefec'h (ouzhpenn 90% eus ar vugale ne glevont nemet galleg er gêr, un toullad familhoù a zeu eus broioù all) ;
- heñvel eo ar c'helenn ouzh an hini publik klasel (programmoù, danvezioù heñvel, skolaerien anavezet gant an Deskadurezh Stad), gant gouzout brezhoneg ouzhpenn ;
- 3500 bugel eus ar skol-vamm d'al lise, 35 bloaz skiant-prenet ;
- goude ar c'hentañ derez emañ ar skolaj tost d'ar gêr, e Plijidi ;
- disoc'hoù eus ar c'hentañ er breved koulz hag er vachelouriezh.

Ar c'helenn divyezhek zo ur chañs, gouzout brezhoneg zo un dra ouzhpenn er vuhez hag e bed al labour : kement ha 1200 post labour e talvez.